FIN AR BED

Un heuliad, 7 rann, un eil koulzad o tont

FIN AR BED

Un heuliad 7 rann gwech 10 munutenn

FIN AR BED

Un heuliad 7 rann gwech 10 munutenn

Tañva

Ur stirad sevenet gant Nicolas Leborgne
Skrivet gant Nicolas Leborgne, Leonardo Valenti, Denis Rollier ha Guillaume Grosse
Diwar ur mennozh orin gant Étienne Strubel

AN EIL HEULIAD E KOULZ AR BLOAVEZH !
A-BENN GORTOZ, ADKAVIT AN HEULIAD KENTAÑ.

Sinopsis

Tri den war hentoù Breizh o kroaziañ o flanedenn hag o kamaladiñ e-kerzh ur road-trip trema an amzer dremenet hag an amzer da zont. Mari, ur vaouez a aferioù aet he c’houblad da get, zo ret dezhi ambroug ar paotr yaouank Klet en ur redadeg poursuiñ war-lerc’h e hantervreur. En em gavout a ra gant ur c’henveajour all, Fañch e anv, ur paotr kozh hag a vez atav gantañ ur c’hevrinus a voest gwispid dindan vrec’h…

Skipailh

Nolwenn Korbell (Marie)

Genidik eus Douarnenez ha brezhonegerez a-vihanik he deus kaset Nolwenn Korbell ur brav a hent dibaoe he studioù e Skol C’hoariva Roazhon. Anavezet eo evel kanerez, aktourez, skrivagnerez ha sonaozourez.

E 1997 e krog gant ar sinema e-barzh An Enez Du, sevenet gant Marie Hélia. Goude bezañ bevet etre Breizh ha Kembre eus 1990 da 2000 ha kanet er strollad folk-rock Bob Delyn a’r Ebilion hag evel soprano el laz Arsis Théâtre Vocal e tistro da Vreizh da vat da seveniñ e 2003 he c’hentañ pladenn N’eo ket echu (Coop Breizh).

Da heul e teuio peder fladenn all ha muioc’h-mui e lakaio Nolwenn Korbell he nerzh war leurennoù ar vro (An Erer Kozh, Festival Penn Ar Bed, Nozvezhioù keltiek Bercy…) Er c’hoariva he deus labouret evit krouidigezhioù La Chaise de Paille ha Marylin Enchantée gant Sue Glover. Sinet he deus sonerezh La Fontaine aus saints gant J.M. Synge.

E 2011 e c’hoari e-barzh Doc Martin dindan renerezh Stéphane Clavier.

E 2012, 2013 ha 2014 e vez gwelet e Maître Puntila et son valet Matti gant B. Brecht ha Cabaret Brecht leurennet gant Guy-Pierre Couleau evit Kreizenn C’hoariva Broadel Elzas. C’hoari ha kanañ a ra en Opéra de 4 sous gant B. Brecht ha K. Weil, leurennet gant Jean Lacornerie, rener c’hoariva La Croix-Rousse e Lyon.

E 2014 e weler anezhi en-dro er sinema er film-berr An dianav a rog ac’hanon sevenet gant Avel Corre ha prizet da geñver Prizioù FR 3 Breizh.

Kaou Langoët (Klet)

A-orin eus Brest eo Kaou Langoet hag ur bersonelezh meur a dremm zo dezhañ : kaner ha trombonour er strollad punk-rock Gimol Dru Band etre 2008 ha 2012 ha mil dedennet ivez gant an hula-hoop hag an dañs.

Goude bezañ en em stummet war ar skrivañ senario en doa kensevenet ur film-berr e 2008 a-raok kemer kentelioù coaching mouezh gant Michael Montero eus 2014 da 2015 e-ser ober ur stummadur er skol Actors Factory, kaset da benn vat e 2016.

Ken abred ha 2015 e vez gwelet e meur a film-berr, en o zouez Les Apaches gant Marie Hermelin, met ar c’hentañ gweled anezhañ er sinema eo e-barzh Lann Vraz gant Soazig Daniellou.

Er bloavezh-se ivez e voe roet dezhañ roll pennañ film-hir prizet Pascale Breton, Suite Armoricaine.

E 2016 e vo dibabet gant Nicolas Leborgne evit c’hoari roll Klet e Fin ar bed.

Roger Stephan (Fañch)

En e yaouankiz kentañ e fellas groñs da Roger Stephan ez afe e brezhoneg dezhañ tud kozh ar gêriadenn ma oa o chom gant e dud.

Tapet en doa e vachelouriezh en ul lise jesuist e Naoned ha bet e oa en ur skol douradur (par d’ar pezh eo bremañ Skol Vroadel Uhel ar Mor-ENSM) ha da c’houde e oa aet da voraer.

Seizh vloavezh-pad e oa aet dre ar bed gant ur skipailh ma oa brezhoneger hogos an holl ha goude-se e oa deuet da vezañ ijinour er baperaerezh Cascadec ma veze iver ar braz eus ar vicherourien o komz brezhoneg.

Roger Stéphan (Fañch)

E 1977 en em gavas gant Yvon Craff, krouer ar c’helc’h Kervaker hag e c’hoarias eno gant Noémie Le Bris. E-touez abadennoù all e c’hoarias ar strollad er Gêrveur dirak François Ceyrac.
Diskoachet gant Per Ar Flao e yeas gantañ da Roazhon da dreiñ o sketchoù hag a voe skignet e abadennoù brezhonek Frañs 3.

E-barzh Diaes Irae e 1982 e voe gwelet evit ar wech kentañ er sinema brezhonek. Da c’houde e voe Yec’hed mat Burtul ! diwar danevell Jeff Fulub, ha meur a abadenn advouezhiañ e brezhoneg.

Sevener

Abaoe ouzhpenn dek vloaz ez on sevenour filmoù-faltazi ha diellfilmoù. A gav din en em gloka an daou stumm sinema-se, ken ret-holl eo reiñ ode d’ar gwirvoud er faltazi evit ma vo buhezek ha ma vo kred dezhi. Hag er c’hontrol e vezan broudet gant ostilhoù al leurenniñ hag an dramaouriezh da reiñ d’an arvesterien un deveizadur eus ar gwirvoud ha n’eo ket dre ret ar wirionez, ma gwirionez-me ne lavaran ket.

Evit Fin ar bed e c’hoantaen da gentañ chom tost ouzh ma zudennoù evit kontañ istor an triad-se. Gant se e seblante poellek din reiñ ar plas pennañ d‘ar sternioù strizh war an aktourien evit tapout gwelloc’h hent o fromoù.

Sevener - Nicolas Leborgne

Mennout a raen tapout ivez nerzh filmel lec’hioù zo e Breizh evel Menez Are, maezioù dizolo koulz hag aodoù hir traezh gwenn hanternoz Penn-ar-Bed. Gwriziennañ ma zriad e kalon don an natur-se a oa perzh en danzeadur-gweled a faote din evit ar raktres-se.
Ar road-movie zo ur stumm a brizian kalz, bet c’hoazh arnodet ganin. Eus ar gwellañ e klote gant ma istor. Fellout a rae din e vefe desachet an arvester evit gwir er stirad-se.

Liammet eo bet ivez ma emzalc’h arzel ouzh ar rummoù liesseurt a vennen stagañ ganto : ar film-skrij, an drama kevredigezhel hag ar moliac’h. Ur c’hoari eo bet din pigosat en holl godoù-se. Seveniñ ar stirad-se zo d’am meno ur boelladenn stil eus ar gwellañ !

Un dilab filmlennadur

  • La folle énergie d’un chef – documentaire 52′ (2014)
  • Dans avec la gravité – documentaire 52′ (2013-14)
  • Canada – court-métrage (2013)
  • Sortir – court-métrage (2010)
  • Mad pell zo – série (2009-10)
  • Douche Froide – court-métrage (2002)

Meizad

Ur stirad mod nevez

Evel ur stirad doare feilheton eo meizadet Fin ar bed : pa stager gantañ ne c’heller ket chom a-sav ! Seizh rann zo, pep hini o kinnig ur c’hlimaks hag un dibenn hag a zegas ur c’hoant nemetken : sellet ouzh an hini kentañ da zont.
Nevezus eo furm ar stirad, graet anezhañ tro-ha-tro « stirad enlinenn » pe « stirad niverel ». E pep lec’h e c’hell an unan sellet outañ, er skinwel ha war e boellgomzer, e dablezenn pe e urzhiataer. Dre berrbadelelezh pep rann (dek munut) e vez aesaet ar mod nevez-se da sellet ouzh ar stiradoù.

Meizad

Ur sell a-vremañ war ar vreizhadelezh

Kinnig a ra Fin ar bed un droiad a-dreuz Breizh ha dre un toullad lec’hioù mojennel. E stern ur film-faltazi ez adkaver ar gweledvaoù hag an endroioù, filmet gant dezpisadur uhel hag ur sell divoutin, Diwar skouer ar vuhez wirion eo awenet hentadoù an tudennoù : e forzh pe lec’h e c’hellfe an unan en em gavout ganto, war an hent pe dre un degouezh dic’hortoz.
Un istor etreremziadel eo ma kej teir zudenn a c’hellfe bezañ izili un tiegezh nemetken. Pep arvester a c’hell en em anavezout enno. Treuzkas a reont gerioù ha talvoudoù liammet a-ziabarzh gant ar vro : stagidigezh ouzh an douar, gwiriegezh, frankiz.

Ur bed brezhoneger a-grenn

Gant Fin ar bed e vezomp soubet en ur bed ha n’eus ket anezhañ, ur bed ma vez bevet, lennet, komzet e brezhoneg penn-da-benn. Ret e vo d’ar stirad plijout d’ar vrezhonegerien e-ser bezañ dre an istitlañ en ardremez an nannbrezhonegerien hag a c’hello dizoleiñ pinvidigezh ha kaerded ar yezh. Piv en deus kredet lavaret ne oa ket ur yezh vev anezhi ?

Bev-birvidik gant e 200 000 yezher eo ar brezhoneg hiziv, ha gant ar produiñ kleweled peurgetket, dre brogrammoù niverus evit ar skinwel hag ar web.

Ur patrom produiñ dibar

Produet eo bet Fin ar bed gant daou gevredad, Lyo Production (Anne-Edith Cuillandre) ha Tita Productions (Fred Premel). Gant skoazelloù broadel Kreizenn Vroadel ar Filmoù (KVF / CNC), ar Procirep / Angoa, an ADAMI, ha skoazelloù rannvroel Rannvro Breizh, France Télévisions / FR3 Breizh hag ar chadennoù skinwel lec’hel TVR, Tebesud, Tebeo ha Brezhoweb.

Staliet en Oriant dibaoe 2008 ez eo ar c’hevredad Lyo Production e bal pennañ produiñ filmoù ensavadurel. Gant raktres Fin ar bed e vo ul lañs nevez evit ar c’hevredad. Ar stirad zo ennañ perzhioù ar seurt programmoù a fell da Lyo Production diorren hiviziken : raktresoù uhelek ha nevezadus evit ar rannvro, troet war ar stummoù skignañ nevez.

Krouet eo bet ar c’hevredad Tita Productions e Marsilha e 2006 kent digeriñ un iskevredad e Douarnenez (Tita B) e 2015. Gantañ e vez produet dreist-holl filmoù-faltazi hir (TORIL sevenet gant Laurent Tessier gant Vincent Rottiers ha Sabrina Ouazani, da vezañ skignet war Canal+ e miz Gwengolo 2017), diellfilmoù evit ar sinema ( UN PAESE DE CALABRIA, taol kalon Mizvezh an Diellfilm e 2017) pe evit ar skinwel (WARREN BARGUIL, EN ROUTE VERS LES SOMMETS).

Darempred

* Da vezañ leuniet dre-ret

Menu