Tro-dro d’an heuliad

Pelec’h adkavout an heuliad?

Adkavit an heuliad war bajenn FR3 Bretagne !
Adkavit anezho war Facebook !

Adkavit an unvanus war YouTube !
An holl heuliad diveradennet en ur film !

Adkavit an holl videoioù aze !

Adal an 18 a viz Du 2017
War lec’hienn internet Brezhoweb.com

Rakkentaennoù

D’an 22 a viz Eost 2017
Gouel Sinema Douarnenez

Mediaoù

Prezourez kelaouiñ

Laurence Nicolas
lnicolas@laurencenicolas.fr
06 99 16 84 38

Pellgargañ

Rouedadoù sokial

* Da vezañ leuniet dre-ret

Pennad-komz gant ar sevenour

Penaos e oa ganet mennozh Fin ar bed ?

Digant Etienne Strubel e oa deuet ar mennozh orin ha goude-se hor boa skrivet a-gevret. Dindan hor soñj e oa krouiñ ur stirad e stumm ur road-movie o c’hoarvezout en ur ober tri devezh war hentoù Penn-ar-Bed. En em gavout a rafe tri remziad personekaet gant teir zudenn kollet un tammig en o buhez hag o bed o vont e pilhoù. Alese titl ar stirad : Fin ar bed a dalv kement hag ur bed war e zibenn.

D’ar poent m’en em gav an teir zudenn ez eo diaes evit gwir empennañ un dazont boutin dezho. E pep keñver ez int pell an eil eus egile : o oad, o orin kevredigezhel, o c’hest betek « ar bed filmel ma vezont soubet ».
Klaoustre ar skritur a oa neuze lakaat an triad-se da vezañ bev hag o lakaat da vezañ hoalus.

Skrivet eo bet ar senario e meur a brantad. Gellout a rafec’h displegañ deomp an tennadoù-se hag e emdroadur ?

Etre miz Mezheven ha miz Du 2011 e oa bet skrivet ganin hag Étienne ar film-stur, steuñvenn ar rannoù da zont ha bibl ar stirad.

Troet e oa bet ar film-stur e 2012 hag e dibenn 2014, TVR ha Frañs 3 Breizh o doa roet o asant evit stagañ gant produiñ ar stirad en e bezh. Daoust ma oa bet graet buan e kaver hir an termenoù !

Erru e oa neuze poent skritur ar senario. Dre ma oa Étienne war raktresoù all em boa kenlabouret gant Denis Rollier ha Leonardo Valenti, senarioour stiradoù eus Italia.

Splet hor boa tennet eus e skiant-pren war ar stiradoù du. Un tennad krennañ diwezhañ zo bet ret evit erruout gant ur skrid na vefe ket en tu all da pevar-ugent pajennad. Harpet on bet gant Guillaume Grosse eus Marsilha, senarioour filmoù hir ha berr, evit krennaat an danevell hag houmañ zo bet azasaet e brezhoneg gant Aziliz Bourgès ha Laorz Skavenneg.

Adal ar penn kentañ e oa ganeoc’h ar youl d’ober ur stirad vrezhonek eus Fin ar bed ?

Ya, kentizh ha ganet e oa bet kinniget ar raktres e brezhoneg. Buan hor boa soñjet e vefe ouzhpennet un aergelc’h dioutañ e-unan dre e seveniñ er yezh-se.

Digoroc’h eo ar skritur e brezhoneg ha kinnig a ra un taol-arnod disheñvel diouzh unan e galleg. Evit pezh eo eus ar produiñ ez eus bet savet kalz a draoù met a-fed faltazi e kaver dreist-holl komedioù.

Daoust ma ‘z eus un tamm mousfent e Fin ar bed em boa c’hoant da reiñ ul liv na vefe ket hini ar c’homedi, da zegas un doare digustum e-keñver pezh a zo c’hoazh er programmoù brezhonek.
Fellout a rae din ivez kemmeskañ meur a zoare disheñvel. Evel-se e tañvaer ar film-skrij gant istor Klet hag a zo o vevañ en ur bed mafiaek. Splujañ a reer e bed ar moliac’h gant Fañch hag a vev koulz gant ar re vev hag ar re varv.

An trede tudenn, Mari, zo ur working-girl hag he deus dilezet pep tra evit he labour ha ganti e vezomp gwriziennet en ur bed gwirion da vat.

Pe re e oa an difioù da dalañ outo dre ma n’oc’h ket brezhoneger ?

Gwir eo e c’hell bezañ kavet direizh ar fed n’on ket brezhoneger met a gav din em eus tapet nerzh diwar an dra-se. O chom e Breizh emaon, kalz a vignoned vrezhoneger am eus, alies em eus sevenet ha mesket programmoù e brezhoneg ha dre gement-se-holl em eus tapet ur skouarn vat evit anavezout sonerezh ar yezh hag he zaolioù-mouezh.

Gant se e c’hellan degas ur sell divoutin war an endro vrezhon ha war ar mod da empenniñ un istor e brezhoneg. Tra ma vezemp o treiñ em boa lakaet ma aked war startijenn an tudennoù, o gwirionez, sonusted an divizoù, ha nebeutoc’h war ar «ger-ha-ger». Muioc’h a vlizidigezh tost ouzh c’hoari an aktourien em eus tapet diwar an dra-se.

Ouzhpenn-se n’on morse en em santet kollet : war al lec’h e oan da vare azasadenn vrezhonek ar senario diwar ar galleg hag atav e vestronien pezh a veze lavaret.

Pe hini eo bet an abeg da zibab Nolwenn Korbell evit roll Marie ha pe re e oa ho tezverkoù p’ho poa komedianetaet evit rolloù Fañch ha Klet ?

Skrivet e oa bet an istor-se en ur soñjal e Nolwenn ha ne welen aktourez all estregeti er roll-se. Meur a wech em boa gwelet anezhi er c’hoariva pe er skinwel hag un dra bennak dibar a vez eztaolet ganti.
C’hoant am boa da dreiñ anezhi e Marie ; plijout a rae din ar mennozh-mañ : ober anezhi ur working-girl tost strizh a spered o vestroniañ he buhez ha lakaat anezhi da cheñch er stirad betek dont da vezañ ur plac’h digor, nerzh an heol enni, skedus, par d’an Nolwenn a weler e-kerzh he sonadegoù. An dudenn-se a vennen tapout en dibenn.

Roger a oa bet diskoachet da geñver an tuta evit ar film-stur hag un anadenn e oa bet. Ne oa ket aes kavout unan bennak en e oadoù, startijenn vat ennañ ha c’hoant gwirion gantañ da reiñ korf da dudenn Fañch.
Daoust ma n’eo ket aktour a vicher en deus diskouezet Roger bezañ naturel-kenañ dirak ar c’hamera. Ennañ emañ ar c’harism hag an tres a glasken ; a gav din ez eus war spered pep hini ur skeudenn eus « an denig kozh » ha gantañ e oa dres an hini a oa em fenn. En ur mod e tegase soñj din eus ma zad-kozh.

Evit roll Klet e klasken war-lerc’h unan a hañvale bezañ kollet, border line ha nervennek, un tamm loen gouez, met goude anavezout Kaou Langoet ez eus bet un tamm cheñchamant em zudenn. Rak Kaou, hag am boa c’hoant bras da labourat gantañ, a daol ur seurt douster. En em ober diouzh se am eus ranket evit dazkemm tudenn Klet hep koll e dro-spered diaes da rakwelet hag e vreskter.
Mont a rae mat an triad en-dro. O zroioù-spered disheñvel n’o deus ket miret outo d’en em glevet mat, evel an tudennoù a c’hoarient. Pinvidikaet-bras eo bet o rolloù gant an aktourien. Fellout a rae din ivez e soñjfe an arvesterien e c’helle an tri-se bezañ ur familh adaozet ouzhpenn bezañ keneiled hent.

Pe hini eo bet ho emzalc’h arzel evit ar stirad ?

Ar ger-stur a oa : chom tost ouzh ma zudennoù. Gant se ‘m eus kavet ret-holl dibab sternioù strizh evit tapout o fromoù. Dre m’eo ur road-movie e kantreer e Breizh met tostik e c’hellfed ankouaat an dremmvro, ken pouezus eo an doare m’en em stumm an triad dic’hortoz-se.

Liammet eo bet ivez ma emzalc’h arzel ouzh an doareoù film a vennen stagañ ganto : ar film-skrij, an drama kevredigezhel hag ar moliac’h. Ur c’hoari eo bet din pigosat en holl godoù-se. Seveniñ ar stirad-se zo d’am meno ur boelladenn stil eus ar gwellañ !

Ur ger diwar-benn ar sonerezh, ma kaver kenlabour liesseurt-kenañ ?

Ur pezh labour eo bet rak fellout a rae din kemmeskañ meur a ved ivez.
Da gentañ penn em boa labouret gant Julien Le Vu hag en em lakaet a-unan e oamp war neuziañ-son ar stirad hag ar binvioù a felle din kaout. Renet en deus ur vandennad tri soner dreist (Pierre-Laurent Bertolino, Lionel Mauguen ha Nicolas Pointard), evit enrollañ sonerezh ar film koulz lavaret penn-da-benn, ar roll-digeriñ peurgetket, aozet ha sonet gant Pierre-Lo gant ar viell sebezus-se. Kinniget eo bet da g/Krismenn kemer perzh er stirad oc’h implijout unan eus pezhioù e bladenn evit ar roll-klozañ.

Hag ur pezh all e-kreiz unan eus ar rannoù. Diouzhtu en deus asantet hag a-benn fin ar gont e ro e vouezh d’ar stirad dre ma komz e penn kentañ pep rann.

Evit echuiñ, gant Pablo Salaun eo bet strollet ha peuraozet son ar film a-raok ar son-veskañ gant Pascal Coulombier e Frañs 3.

Lec’hioù treiñ pennañ

Roll ar skeudennoù

Ar gevelerien

Produerien

Kenbroduerien ha skignerien

Gant skoazell

Menu